Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat A skuilhas eviti o gwad O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Breizh, douar ar Sant Kozh, douar ar varzhed N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker Eno 'kousk meur a Vreizhad taer O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv Gwerz trist, son dudius a ziwan enno O! pegen kaer ez out, ma bro! O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro! Ra vezo digabestr ma bro! Ra vezo digabestr ma bro!