作词 : Traditional Ma c'halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezioù Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù Deut eo, siwazh ! an devezh ma rankan dilezel Lec'h kaer ma bugaleaj, ma bro, kaer Breiz-Izel! Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn, Tachenn c'hlaz war behini, bugel, e c'hoarien; Gwez ivin ker bodennek, e disheol ar beure E-pad tommder an hañvoù e kousken da greisteiz