作曲 : Yann Tiersen I Va dousig koant poent eo sevel. Setu an deiz en em gavet. ‘Us d’ar maez an Heol zo uhel ‘Barzh ar beure alaouret. Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn ‘Deus kanet an dihuniñ. Digor da sell d’ar sklêrijenn Mousc’hoarzh eürus en da di. II Ar voualc’h du er bodad drez A c’hwitell dimp he salud. An durzhunell a sav he mouezh. Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud. Selaou pedenn an alc’houeder Diouzh an neñv glas o kouezhañ. Va dousig koant, sell pegen kaer. Eo dimp hor beure kentañ. III Ar saout a sach war o chadenn. Dirak ar rastell c’houllo. Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn. ‘Keit-se te o goroio. Er marchosi, ar gazeg wenn A c’houll he c’herc’h hep dale. Hag er c’hraou bras an daou ejen Gwelout ac’hanout ‘garfe. IV Dec’h vintin hon eus tremenet Dirak an Aotrou Person. Ar c’hleier bras o deus sonet D’embanniñ mouezh hor c’halon. Hiziv etre da vizied ‘Mañ eürusted va buhez. Va dousig koant ha va fried Te zo va holl garantez!