|
Me am eus ur feuntenn |
|
E-barzh kornig ma jardin. |
|
Ennan e vin kavet, |
|
Deus an noz hag an mintin |
|
Ennan e vin kavet |
|
Atristet gant ar glac'har, |
|
Sonjal e ma mestrez |
|
A zo aet d'an douar |
|
Maro eo ma mestrez |
|
Maro eo holl ma fians |
|
Maro ma flijadur, |
|
Ha tout ma holl esperans. |
|
Biken, 'mije sonjet, |
|
Nag ar maro a deuje |
|
Da lemmel diganin |
|
Ma dous ma c'harantez. |
|
Deus poaniou ar bed man, |
|
Fusulhiou ha konteliou, |
|
Hastet, mar plije ganeoc'h |
|
Disoc'het din ma buhez |
|
'vid maz in d'ar bed all, |
|
Warlec'h ma c'harantez |
|
C'hoarvez a ra ganin |
|
Evel gant ur vatimant |
|
Da navigi war ar mor, |
|
Graet gantan e beaj |
|
Erruet e porzh ar joa, |
|
Ma doucha d'ar gern |
|
E tello perisa. |